GBB : 12 konter.ez etre 14 ha 80 vloaz !

Bourrapl e oa selaou marvailhoù bro Dreger, bro Gwened, gant tud a bep seurt oad... Istorioù fentus, laboused e leizh (ur wenilienn oa o nijal er maner kozh evit bouetañ he re vihan pa oa ar gonterien o kontañ !). Trugarez d'an holl. Gant ma vo nebeutoc'h a drouz en diavaez (ne oa dor ebet... ha sono taolioù grenn, abadennoù all a zassone er sal...) e GBB 2027 !